Roet e oa bet al label Kêr arz hag istor da Vrest e 2017. « A-hed ar penfell, kêr en un huñvre » eo an diskouezadeg kentañ savet da-geñver he folitikerezh glad nevez.
Cheñchamantoù bras zo er Penfell hiziv an deiz. Ur bed drezañ e-unan e oa an takad-mañ dre ma oa tachenn ar Morlu. Met en amzer da zont e vo e levezon o tigreskiñ ha buan e teuio emdroadurioù hag a ranker degemer. Gouzout hiroc’h diwar-benn amzer gozh ha pinvidik an takad-mañ, hini an arme hag an ekonomiezh, a zo a bouez abalamour m’emañ bepred war spered Brestiz.
6 lodenn a ya d’ober danvez an diskouezadeg. Maget int bet gant elfennoù degaset gant font glad ensavadurioù Brest ha tisavourien an amzer dremenet hag an amzer vremañ.
Troet eo bet penn-da-benn gant servij Treiñ-Aliañ an Ofis Publik.
Diskouezadeg da weladenniñ en Atalieroù ar Gabusined adalek ar 15 a viz Mae betek ar 16 a viz Gwengolo 2018.
An evezhiadennoù0