Kensinet eo bet ar garta d’ar Merc’her 7 a viz Du 2018 gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB hag an ao. Gérard Allard, maer Reudied, dirak an ao. Philippe Puiroux ha Yann Quéméneur, dilennidi dave evit heuliañ ar garta.
Divizet ez eus staliañ panelloù divyezhek mont-tre ha mont kuit, sinañ ur gevrat-kefridi gant an OPAB, pinvidikaat an dalc’h levrioù brezhonek er vediaoueg ha skoazellañ treuzkas ar yezh dre sikour ar c’hentelioù d’an dud deuet (dre gemer perzh er c’houlzad brudañ « Plijus » ha lakaat e plas ur chekenn kentelioù-noz).
Dre ma’z eo an 200vet kumun o vont gant ar c’houlzad “Ya d’ar brezhoneg” ez eus bet roet sifroù alc’hwez gant Lena Louarn. An 200 kumun-se a zo enno 1,8 milion a dud o vevañ, da lavaret eo 40% eus ar Vretoned. Ouzhpenn 1000 ober a zo bet kaset da benn ganto ha labelaet gant an OPAB. Bet ez eus muioc’h eget 1500 emvod gant Ajañs Diorren an Ofis Publik evit eskemm gant an dilennidi hag ambroug anezho war-lerc’h.
An evezhiadennoù0