Gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vez kenaozet ar Prizioù. Lakaat a reont war wel war un dro ar gwellañ krouidigezhioù brezhonek hag an dud a ra an traoù lañsusañ e 2019.
Bep bloaz e vez roet Prizioù an dazont da dud, kevredigezhioù, embregerezhioù, ensavadurioù o deus degaset nevezentioù e brezhoneg.
D'ar Gwener 1añ a viz Meurzh e vo dalc’het lid ar Prizioù e Bruz. Skignet e vo war-eeun e lec’hienn France 3 Breizh hag an deiz war-lerc’h war France 3 Breizh.
Rummad kevredigezh
- Ti ar vro Gwengamp, an arvor hag an argoad.Gant ar greizenn dudi vrezhonek bet roet lañs dezhi e 2017 ez eus bet lakaet war-sav ur c’hinnig dudiamantoù e brezhoneg ingal bep Merc’her adalek 4 bloaz.
- Daoulagad Breizh hag Emglev bro Douarnenez. Ar genstrivadeg « Filmoù-chakod » a ginnig d’an holl sevel filmouigoù pemp munutenn d’ar muiañ, filmet gant ur pellgomzer hezoug pe ur c’hamera bihan.
- Radio Kerne. Digoret e vo ur skourr e Naoned gant Radio Kerne.
Rummad levr faltazi
- « Galnys pe priz ar gwad », pezh-c’hoari e pevar arvest gant Yann-Fulub Dupuy (Emb. An Alarc’h Embannadurioù).
- « Ouzh skleur an noz », romant gant Jerom Olivry (Emb. Al Liamm).
- « Distro Jarl eus ar brezel », romant gant Goulc’han Kervella (Emb. Skol Vreizh).
Rummad strollegezh
- Mirdi abati kozh Landevenneg, evit an diskouezadeg « Breizh da vare ar roueed » troet e brezhoneg.
- Ti-kêr Karaez, evit al levrig familh divyezhek skignet d’an holl, un hentad divyezhek e pep skol er gumun, ar panellerezh divyezhek e kreizenn Vorgium.
- Ti-kêr Roazhon, evit bezañ lakaet staliañ muioc’h-mui a blakennoù-straed divyezhek e kêr, bezañ sikouret evit sevel ur vagouri divyezhek, ha bezañ harpet da gavout un ti nevez e kreiz-kêr evit ar greizenn-stummañ oadourien war ar brezhoneg Skol an Emsav.
Rummad kleweled
- « Gwallzarvoud ar fisel », teulfilm gant Bastian Gwilhou (26’, France 3 Breizh).
- « Ar Pevarad Kerniel », heuliad tresadennoù-bev gant Benjamin Botella hag Arnaud Demuynck (Vivement Lundi !).
- « Zao ! », heuliad poltridi gant Perynn Bleunven ha Mai Lincoln (Kalanna Production).
Rummad embregerezh
- Lorcyber, a labour war ar sibersurentez, en deus lakaet treiñ e brezhoneg plegfollenn an embregerezh kement hag al lec’hienn internet.
- Penn ar box, a ginnig un dibab produoù breizhat da brenañ war e lec’hienn, bremañ troet e brezhoneg.
- Diazezadur Kef labour-douar Penn-ar-Bed. Savet ez eus bet ur font da sikour ar frammoù a lak ar brezhoneg da vont war-raok gant an Diazezadur. Ur budjed 50 000 euro a zo bet gouestlet d’en ober.
Rummad pladenn kanet e brezhoneg
- « Kan ar bed », oberenn a-stroll (Bannoù-Heol).
- « Mil Hent», gant Denez (Coop Breizh).
- « A-dreñv ar vrumenn », gant Möhrkvlth (Asgard Hass).
Rummad brezhoneger ar bloaz
- Arno Elegoed, evit bezañ douget ar raktres levr-pladenn « Kan ar Bed » eus ar penn-kentañ betek ar fin dre e di embann Bannoù-Heol.
- Ismael Morvan, prezidant ar gevredigezh « Bak e Brezhoneg », a sikour dougen stourm liseidi Diwan evit tremen ar vachelouriezh e brezhoneg penn-da-benn.
- Paskal Nignol, a labour evit diorren ar brezhoneg er Maezioù Frank, e Roazhon, dre gweladennoù displeget e brezhoneg pe c’hoazh abadennoù komz a-stroll.
An evezhiadennoù0