Kinniget ez eus bet gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik hag an it. Magnaint, renerez rannvro dileuriet evit KBMPT Breizh, ur bilañs eus ar stummadurioù roet gant ar c’hKBMPT.
Lakaet war-sav e 2015 e Penn-ar-Bed hag er Mor-Bihan eo bet heuliet ar stummadurioù-se betek-henn gant 137 stajiad o deus gellet ober o mad eus 204 eurvezh stummañ war ar brezhoneg bep bloaz, gant un devezh bep sizhun.
Da-heul divizadegoù Kuzul-rannvro Breizh ha 4 departamant eus Breizh (22, 29, 35, 56), e kinnig KBMPT stummadurioù e pep hini eus an departamantoù-se. Meur a live a zo, adalek an hini kentañ betek an hini uhelañ hag ur stummadur kemmesk, evit sternidi ar velestradurezh publik, a vo digoret e miz Gwengolo 2019.
Ar stummadurioù a vo dalc’het e Gwened, Brest, Kemper, Torigneg-Fouillarzh ha Sant-Brieg. Digor int d’an holl wazourien diriadel a vez o labourat gant bugale (magouri, skol, kreizenn dudi ...) pe gant ar re Gozh (AHDOD) pe c’hoazh evit ar re a labour evit ar sevenadur (mediaoueg) pe ar servijoù teknikel (panellerezh).
Arc’hantaouet e vezont dre skodennoù ha n’eus koust ebet ouzhpenn evit ar strollegezhioù.
An evezhiadennoù0