Lena Louarn he deus lâret, dirak an dud tolpet e sal liezimplij Kernourz e Kervignag, e oa a bouez bras kas ar brezhoneg war-raok war dachennoù nevez.
E bed ar sonerezh hag an dañs e vez ur bern arzourien a ra dija gant ar brezhoneg met, betek-henn, ne oa ket kalz a skolioù bet divizet ganto lakaat ar brezhoneg war-wel.
Skol sonerezh Sonam’, enni 250 ezel warlene, he deus divizet diorren plas ar brezhoneg war meur a skor : responter ar framm, sielloù, logo, lec'hienn internet, oberoù brudañ. Lakaet e vo e plas ganti un ober dibar : stalioù kanañ e brezhoneg evit ar vugale.
Skol sonerezh Sonam’ zo ar 774vet framm prevez bet sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg gantañ.
An evezhiadennoù0