En ti-kêr e oa bet bodet an ao. Herve Guelou, maer, an ao. Yann-Erwan ar C’horr, eilmaer, an it. Annie Le Houérou, senedourez, an it. Annie Bras-Denis, maerez Plouared, an it. Brigitte Gourhant, maerez Ploubêr, an ao. Patrick L’Héréec, maer Plounerin (3 c’humun o doa votet ar garta) hag, evit ti-kêr Lannuon ha Lannuon-Treger Kumuniezh, an it. Trefina Kerrain, eilmaerez. Pedet e oa bet da gemer perzh en abadenn an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis publik.
Abaoe pell zo eo aet kumun Plufur gant spered ar garta. Staliet e oa bet ganti ur bern panelloù divyezhek c’hoazh war he ziriad, ha, gant sikour Divi Kervella, anezhañ ur mailh war e yezh, ezel eus Kuzul skiantel an OPAB, e oa bet studiet ha lakaet war wel anvioù-lec’h ar gumun.
Fellout a ra d’anTi-kêr mont pelloc’h gant al labour evit ar brezhoneg bremañ ha dibabet en deus kas 13 ober da benn.
Broudet e vo servijoù an Ti-kêr da implijout ar brezhoneg (en degemer, war responter an ti-kêr da skouer) hag an dilennidi, p’o devez da brezegenniñ da-geñver al lidoù ofisiel ; da-geñver an euredoù ivez ma c’hello bezañ savet al lid en 2 yezh. Dre vras e vo, diwar-vremañ, savet panelloù divyezhek bep tro ma vo digarez da sevel pe da cheñch unan (e-maez hag e-barzh ar savadurioù, plakennoù-straed ha kement zo).
An evezhiadennoù0