Dalc’het eo bet al lid-sinañ en ti-kêr d’an 3 a viz Meurzh 2022 dirak an ao. Jean-Yves Croguennec, maer Santez-Elen, an ao. Yann Raoul, eilmaer war ar sevenadur ha den dave evit ar garta Ya d’ar brezhoneg, an ao. Paul Molac, ha prezidant Ofis publik ar brezhoneg, hag un toullad mat a zilennidi eus ar c’humununioù tost.
2 ober a zo bet kaset da benn c’hoazh gant ar gumun : divyezhek eo he logo ha skrivet eo bet he c’hartoñsoù-pediñ en div yezh. Embannet en deus an ao. Croguennec bezañ laouen gant ar gerioù a gaver war talbenn an ti-kêr, « Mairie » ha « Ti-kêr », kichen-ha-kichen diwar vremañ. Ar pezh a ro lañs evit lakaat ur panellerezh divyezhek e diabarzh an ti-kêr met ivez war holl savadurioù ar gumun.
A-benn nebeut e vo kaset oberoù all da benn: savet e vo un enklask war soñj kerent yaouank ar gumun evit gouzout pegen dedennet int gant ar c’helenn divyezhek ; stummet e vo ur GWATASM evit ma tapfe barregezhioù war ar brezhoneg ; kinniget e vo ingal abadennoù divyezhek.
An evezhiadennoù0