Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Lid-sinañ Ya d’ar brezhoneg live 2 gant Bro Kornôg-Kreiz-Breizh

Web gwelet en he brasañ Paul Molac, Jean-Charles Lohé, Christine Droual ha Lucette Le Roch (eilerezed) hag izili eus ar c’huzul-sindikad

Ya d'ar brezhoneg 11/07/2022

Live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg zo bet sinet gant Bro Kornôg-Kreiz-Breizh d'an 11 a viz Gouere e Lokmac'hloù.

D’an 28 a viz Ebrel 2022 en doa votet kuzul-sindikad ar PKTM evit lakaat e plas an 10 ober da heul, ha kement-se dindan dindan vloaz , a-benn degemer al label Ya d’ar brezhoneg a live 2 :

  • - Panellerezh divyezhek e diabarzh burevioù ar Vro
  • - Logo ar Vro en div yezh
  • - Kartennoù-pediñ divyezhek evit an darvoudoù sevenadurel aozet gant ar Vro
  • - Lakaat pennadoù enlinenn e lec’hienn Internet ar Vro
  • - Paperoù talbennet divyezhek
  • - Kartennoù-bizit ha bannoù-sinañ ar postelioù divyezhek evit gwazourien ar Vro, hag an dilennidi diouzh o goulenn
  • - Reiñ da anavezout ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an DPKEoù ha da gumunioù an tiriad
  • - Sinañ ur gevrat-kefridi gant an OPAB evit ma pado an oberoù hag evit heuliañ anezho
  • - Kemer perzh er c’houlzad bloaziek da vrudañ ar c’helenn brezhoneg evit an oadourien
  • - Kemennadoù divyezhek war responter ar Vro ha divyezhekaat ar c’hemennadoù gortoz


D’al Lun 11 a viz Gouere, e Lokmac’hloù, e sine prezidant ar PTKM, Jean-Charles Lohé, ha hini an OPAB, Paul Molac, an teulioù a glot gant diviz ar c’huzul-sindikad da gas an 10 ober-se da benn.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob