Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kendalc’h etrebroadel ar Rouedad europat evit harpañ al liesseurted yezhel (NPLD) kenaozet gant an OPAB e Roazhon

Web gwelet en he brasañ Izili ar rouedad NPLD dirak an Ostel Courcy e Roazhon d'an 8 a viz Even 2023.

Kendalc'h 15/06/2023

Ar Rouedad europat evit harpañ al liesseurted yezhel (NPLD) zo ezel Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) anezhi a vod ar frammoù europat publik ha prevez pennañ a labour evit derc’hel al liesseurted yezhel en Europa.

Evit ar wech kentañ eo bet dalc'het e Roazhon emvod-meur ar Rouedad europat NPLD, bet krouet e 2008, diwar c’houlenn an OPAB.

Kroget e oa bet ar mintinvezh d'ar Yaou 8 a viz Mezheven gant ur c'huzul-merañ, gant ur rentañ-kont eus an oberoù tremenet ha da zont.
Graet ez eus bet ur poent war ar raktres European Charter Classroom Activities (ECCA) a vod Europiz yaouank hag a gomz yezhoù nann-hegemonek e-pad ar vakañsoù evit lakaat anezho da gompren petra eo pinvidigezh yezhel Europa ; ur skouer vat eus talvoudegezh al liesyezhegezh : thisismylanguage.eu
Gouestlet e oa an endervezh da Emvod-meur an NPLD. Nec’het e oa bet meur a ezel gant kresk ar strizhder spered er bed hag en Europa e-keñver an arallded, an orin, ar jener, ar yezhoù.
Echuet e oa bet an devezh gant ur weladenn heñchet eus kreiz-kêr istorel Roazhon ha gant ul lid en ti-kêr. Degemeret eo bet an dileuridi gant Montserrat Casacuberta-Palmada, kuzulierez dileuriet evit ar Politikerezh yezh ha yezhoù Breizh e Kêr Roazhon, ha gant sonerezh telennourezed eus Skol-sonerezh Roazhon.

D’ar Gwener 9 a viz Mezheven e oa bet bodet 80 den e sal ar bodadegoù er C'huzul-rannvro evit ur mintinvezh labour diwar-benn an treuzkas yezhel etre rummadoù er meteier liesyezhek. Evit digeriñ, roet e oa bet ar gaoz da bPaul Molac, prezidant an OPAB, da vMiquel Àngel Sureda, prezidant an NPLD ha da Fulup Jakez, rener an OPAB.

Web gwelet en he brasañ Miquel Àngel Sureda, prezidant an NPLD, Paul Molac, prezidant an OPAB ha Fulup Jakez, rener an OPAB.

Er brezegenn gentañ, gant Paula Kasares eus gouarnamant Navarra, e oa bet lakaet war wel perzhioù sokial ur yezh, an darempredoù sokial yezhel er-maez eus an tiegezh a ro tro d'ar yezh da vezañ treuzkaset a-blaen ha n'eo ket a-blom hepken ha da vevañ er gumuniezh yezhel ; da lavaret eo an darempredoù etre ar vugale o-unan, gant o skolaerien, gant ar vuhezourien pe dre ar skrammoù.

Web gwelet en he brasañ Prezegenn Katell Chantreau en hantergelc'h ar C'huzul-rannvro.

Gant Katell Chantreau e oa bet displeget dre ar munud stad ar brezhoneg gant disoc'hoù he zezenn diwar-benn an treuzkas yezhel er familhoù, evit anavezout gwelloc’h ar gerent vrezhonek, doareoù treuzkas an tadoù hag ar mammoù ha penaos broudañ ar vugale.

Goude-se o doa diskouezet izili eus gouarnamantoù Euskadi ha Kembre, a-bep-eil, an doareoù da dreuzkas ar yezhoù-se dre ar studiadennoù nevesañ ha gant skouerioù. Evit an enklasker Jeremy Evas ne c’haller ket diverrañ an treuzkas d’un “pep tra pe netra”. Diouzh barregezhioù yezhel ar gerent, a gemm kalz, e vo kinniget treuzkas ar c'hembraeg evel « ur veaj » graet er familh etre an tadoù, ar mammoù hag o bugale. Gallout a reer treuzkas ar c’hembraeg, ha pa vefe un darn anezhañ hepken, ha gallout a ra emdreiñ ivez ma kresk an anaoudegezh eus ar yezh er familh.

An daol-grenn diwezhañ zo bet gouestlet d’an tiriadoù liesyezhek, evel e Spagn, ma oa bet komzet gant gouarnamant Katalonia diwar-benn an dalc'hoù evit ma vefe ar c'hatalaneg en endro niverel : naouegezh artifisiel, skoazellerioù-mouezh (Alexa), savennoù skignañ (Netflix), levezonerien...

An 2 zevezh tremenet e Breizh zo bet un digarez ivez da studiañ stad yezhel ar brezhoneg en ur sellet ouzh ar pleustroù europat gwellañ e-keñver politikerezh yezh.

distreiñ da roll ar c'heleier