Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

25vet koulzad-brudañ an deskiñ brezhoneg gant an oadourien

Web gwelet en he brasañ

Brezhoneg 10/09/2024

Kinniget e oa bet gant Fulup Jakez, rener an OPAB, ha Paul Molac, prezidant an OPAB, ar c'houlzad-brudañ nevez Plijus da-geñver un emvod-kelaouiñ d’an 9 a viz Gwengolo 2024 e Roazhon.

Abaoe 24 bloaz e vez aozet gant an OPAB ur c'houlzad bloaziek evit brudañ kelenn ar brezhoneg d’an oadourien. Ouzhpenn 200 strollegezh lec’hel (rannvro, departamantoù, kumuniezhioù kumunioù, kumunioù) ha meur a gevredigezh a gemer perzh o skignañ ar skorioù el lec'hioù foran. Ar bloaz-mañ e vo skignet, e Breizh a-bezh, 5 000 skritell (1000 anezho er vent gwasked-bus), 13 000 plegfollenn ha 5 000 flyer, evit ar skritellañ diavaez, el lec'hioù foran, er stalioù pe da-geñver saloñsoù ar c’hevredigezhioù da skouer. Gant an OPAB e vez kemeret e karg ar c’hrouiñ hag ar moullañ.

Web gwelet en he brasañ Hewel ar c'houlzad 2024.

Ur c’hinnig kelenn liesseurt

Web gwelet en he brasañ


E-kerzh an emvod-kelaouiñ e klub ar gazetennerien ez eus bet anv eus stad an traoù e-keñver an distro-skol er c'hentelioù sizhuniek. Kreskiñ a ra ar c'hinnig pa’z eus 6 lec’h nevez ar bloaz-mañ, dreist-holl e su ar Mor-Bihan hag e norzh Aodoù-an-Arvor. Tost da 200 lec’h zo diwar vremañ ma c’hall an dud pleustriñ ar brezhoneg tost ouzh o zi. Ouzhpenn 3 000 a dud a zesk brezhoneg e Breizh a-bezh.

Stummadurioù hir a vo kinniget e 16 kêr, gant 350 plas staj :

Web gwelet en he brasañ

3 000 den o deus tremenet an DBY (Diplom Barregezh war ar Yezh) e brezhoneg er bloaz-mañ. Gant an diplom-Stad-mañ e vez testeniet ur stummadur ha priziet ul live yezh en Europa a-bezh. Talvoudus eo evit mont war ar renk evit ul labour da skouer. Un diaz solut eo eta evit bastañ da ezhommoù marc’had al labour e brezhoneg (kelenn, bugaligoù, merañ...).

Web gwelet en he brasañ desketa.bzhGortozet e oa ur benveg evit deskiñ brezhoneg dre Internet. Gant Desketa e vez respontet d'ar pal-se a-drugarez d'ar savenn emzeskiñ digoust lakaet enlinenn gant an OPAB e miz Mezhenev 2024. Berzh he deus graet al lec'hienn desketa.bzh ha kalz tud nevez zo bet tizhet. Enni ez eus ouzhpenn 3 700 den enskrivet e-korf 3 miz hepken. Liesseurtaat a ra an doareoù deskiñ (en un doare emren, digor d'an holl, bemdez, forzh pelec’h). E-touez an deskidi-se, 2 000 anezho n’o doa ket desket brezhoneg betek-henn.



> Ar bloaz-mañ, ouzhpenn 5 000 oadour a zesk brezhoneg dre stummadurioù hir, kentelioù sizhuniek pe DESKETA.

distreiñ da roll ar c'heleier