Emañ o paouez bezañ staliet e Landerne unnek totem, troet e brezhoneg gant an OPAB, evit lakaat war wel glad istorel kêr.
11 totem all zo bet savet gant Ti ar Vro Landerne-Daoulaz diwar-benn glad dizanvezel Breizh.
Ar c'hizeller Thomas Godin en deus kemeret perzh : un delwenn bras-divent 1añ zo bet staliet e-kerzh an hañv, anvet Dor al Loar hag an eil, a skeudenn un ñ, anvet Hêrezh, a c'hallimp gwelet a-benn miz Here.