1añ abadenn eus un darvoud evit soubañ e sevenadur Breizh !
An Departamant a fell dezhañ broudañ ar skolidi da zeskiñ brezhoneg a-hed ar skoliata, ha dreist-holl reiñ c’hoant d’ar re yaouank da genderc’hel ganti er skolaj. Skolioù ha skolajoù ar rouedadoù publik, prevez katolik ha Diwan eus bro Landerne betek Menez Are a gemero perzh en abadenn er bloaz-mañ.
• 9e30 - 3e30
Brezhoneg penn-da-benn (Evit ar skolidi nemetken) : un devezh dibar, e brezhoneg penn-da-benn, kinniget da skolidi divyezhek ar vro (eus ar CM1 betek ar 5vet klas).
• Adalek 6 eur noz
Lid da zigeriñ an nozvezh asambles gant Maël DE CALAN, Prezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, ha Patrick LECLERC, Maer Landerne.
Skignet e vo filmoù berr divyezhek savet e 2023 da-geñver ar genstrivadeg amatour « Filmoù chakod ».
• Adalek 7 eur noz
Fest-noz digoust ha digor d’an holl gant :