Lakaet eo bet ar c’houlzad-mañ e plas gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg, ar rouedadoù kelenn publik, katolik ha Diwan gant skoazell Ofis Publik ar Brezhoneg, Rannvro Breizh, kevredigezhioù tud ar skolidi divyezhek ha Kevre Breizh.
Kreiz miz Meurzh eo ar mare pouezusañ eus ar c’houlzad « Ecole.bzh ».
Dalc'het e oa bet an emvod-kelaouiñ-mañ en ur varaerezh, Pains & Kouign e Kemper, hag a skign, evel meur a hini all e Breizh e miz Meurzh, seier bara evit brudañ ar c’helenn e brezhoneg. Kehentiñ el lec’hioù hag er skolioù a sell outo eo pal, ha liammañ ar c’houlzad rannvroel gant buhez ur c’harter, evel e Kerfeunteun.
Kreñvaet eo ar c'hehentiñ war an dachenn gant skritelloù bras skignet er straedoù gant 57 kumun ha tolpad-kêrioù. Ar c'hod QR lakaet war an hewel a gas d'al lec'hienn ecole.bzh, ur gwir savenn enlinenn : titouroù diwar-benn ar c’helenn e brezhoneg a vez bodet enno.