Kendelc’her a ra TermBret, kreizenn dermenadurezh an OPAB, da labourat evit bastañ da ezhommoù pemdeziek ar vrezhonegerien evit ma c’hallfent ober gant o yezh en un doare naturel hag e n'eus forzh peseurt plegenn.
2 c'heriaoueg skeudennaouet nevez, war-dro 150 termen e pep hini anezho, zo o paouez bezañ embannet er rummad « Termenoù diazez » diwar-benn an temoù-mañ :
Ar geriaouegoù-mañ ha meur a c’heriaoueg all, war danvezioù a bep seurt, zo bet embannet ha gallout a reer pellgargañ anezho enlinenn e stumm pdf amañ : https://www.brezhoneg.bzh/100-geriaouegi.htm
Ma fell deoc’h kaout skouerennoù paper e c'hallit mont e darempred gant an OPAB. An holl dermenoù-se a gaver e-barzh bank termenadurezh foran TermOfis e lec’hienn an OPAB. Tost da 90 000 termen ha troienn a gaver ennañ betek-henn ha bemdez-c’houloù e vez pinvidikaet ar bank prizius-se : https://www.brezhoneg.bzh/87-termofis.htm