Emañ ar gevredigezh Istor ha Sevenadur Breizh o vont war-raok gant hec’h abadennoù : « Emgavioù Landevenneg » en ur ginnig ur brezegenn anvet : « Adperc’hennañ ar yezh, daeoù ar Vretoned a-benn sevel ur gevredigezh divyezhek ».
Kaset e vo ar brezegenn-mañ gant Fulup Jakez, rener Ofis publik ar brezhoneg (an OPAB). Christelle Chevallier-Gaté, stummerez, psikologourez hag enklaskerez war ar brezhoneg, a gemero perzh ivez enni.
Ar brezhoneg he deus bet da c’houzañv argerzh dibaouez an divodenniñ gant ar stad o klask , tamm ha tamm, lemel he ferzhioù diouti hec’h-unan. En em dolpat a ra an argerzh-se er politikerezh kaset a-enep ar brezhoneg : ar c’helenn e galleg dre ret, skarzhet ar yezh kuit eus ar mediaoù hag eus ar velestradurezh, eus ar justis, eus ar c’helc’h foran hag ar gallekaat neuze dre ar servij-soudard …. Dre se eo bet disprizet ar yezh hag un troc’h bras zo bet en he zreuskas goude an eil brezel bed. Diwar se, eo aet niver ar vrezhonegerien war zigresk spontus eus ur milion anezho e penn kentañ an ugenvet kantved da war-dro daou c’hant mil hiziv an deiz
Daoust da se eo chomet ul lodenn eus ar boblañs kar tost ouzh he yezh o nac’h ez afe hi da goll. Adalek ar bloavezhioù 1970, diorren ar skolioù Diwan en deus lakaet tud yaouank ‘zo en-dro war hent o yezh.
Abaoe ar bloavezhioù 1980 en deus kendalc’het plas ar brezhoneg da greskiñ er c’helc’h foran hag abaoe ar bloavezhioù 2000 eo aet ar gouarnamant da heul ar c’hevredigezhioù o kregiñ da lakaat e plas politikerezhioù an divyezhegezh. Goude meur a zek-vloaziad o kadarnaat hag o staliañ ostilhoù frammata (skolioù, frammoù stummañ d’an dud deuet, an OPAB….) eo prest tud ar vro da bennañ ouzh dae plas sokial ar yezh evit ar muiañ a dud posubl e-barzh ur raktres evit ur gevredigezh divyezhek hag a chom c’hoazh da sevel ha da zispleg splann evit al lodenn vrasañ anezhi.
Kaset e vo ar brezegenn gant Fulup Jakez rener an OPAB, framm kentañ krouet gant ar gouarnamant evit diorren ar yezh e kevredigezh ar vro, gant perzh Christelle Chevallier-Gaté ivez, stummerez, psikologourez hag enklaskerez war ar brezhoneg.
Bilhedoù : www.breizh-odyssee.bzh (rumm an degouezhadennoù) pe er greizenn war-eeun. 5€ ar mont e-barzh, digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz.