Eus an 8 a viz Mae d’ar 6 a viz Here 2024 e vo kinniget EFED, en em soñjal war ar vevliesseurted e Domani-departamant ar Roc’h-Ugu, un diskouezadeg nevez hag a laka ar weladennerien da anavezout gwelloc’h plas Mab-den e-barzh emdroadur ar bed hag e efedoù war ar vevliesseurted. Un digarez eo ivez da ginnig ar vevliesseurted dibar a vez kavet e park ar Roc’h-Ugu.