Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Un diskouezadeg evit anavezout buhez ar mirdioù e Gwened

Web gwelet en he brasañ An digoradur hag un atalier e brezhoneg © Mirdioù Gwened

Diskouezadeg 30/01/2025

Abaoe miz Kerzu 2024 e vez bodet dastumadoù mirdioù Gwened evit un diskouezadeg voutin a ginnig un doare brezhonek.

E Gwened ez eus raktresoù adkempenn uhelek war ar stern gant daou virdi ar gumun, mirdi an arzoù-kaer Ar C'hoc'hu hag ar mirdi istor hag arkeologiezh e Kastell Gailhard. Abaoe miz Kerzu 2024 e vez bodet dastumadoù mirdioù Gwened evit un diskouezadeg voutin e-barzh ar C'hoc'hu.

Web gwelet en he brasañ Ar frizennoù © Mirdioù GwenedGwelet e c'hall bezañ o oberennoù arouezelañ ha traezoù souezhusañ war an tem “Sekredoù ar mirdioù”. Kinnig a ra an diskouezadeg-mañ istor ar mirdioù, o buhez dre o dastumadoù hag ar raktresoù liammet gant araokadennoù al labourioù. Pedet eo bet tri arzour a vremañ da embann o savboent arzel en un doare dic'hortoz war micherioù ha buhez ar mirdioù : Nono, Daniel Lambert hag Emma Burr.

An doare brezhonek eus an diskouezadeg

Emañ ar brezhoneg war panelloù displegañ a bep seurt, evel digoradurioù an diskouezadegoù, frizennoù kronologel istor ar mirdioù hag an testennoù tematek. Servij Treiñ-Aliañ an OPAB en deus graet war-dro treiñ an holl destennoù diskwelet en egorennoù mirdiouriezh.

Kornioù atalieroù brezhonek e-kreiz an diskouezadeg

Web gwelet en he brasañ Atalieroù c'hoari © Mirdioù GwenedDafar an hanterouriezh sevenadurel zo anezhañ e brezhoneg ivez. Evel-se e c’hall ar weladennerien kemer perzh en atalieroù e meur a zoare : kaout un tañva eus an arz da luc’hskeudenniñ un oberenn pe deskrivañ stad un daolenn dre ur fichenn ditouroù da leuniañ e brezhoneg, da skouer.

Ur weladenn heñchet e brezhoneg a vo aozet en nevezamzer. Kavet e vo an titouroù pa vo embannet ar programm eus miz Ebrel da viz Gwengolo. Digor eo ar mirdi e-maez eus ar c'houlzad-se a Veurzh da Sul etre 1e30 ha 6e.
Evit gouzout hiroc’h, kit el lec’hienn www.mairie-vannes.fr/musee-des-beaux-arts

Titouriñ ha mirout plasoù

  • • Dre bellgomz : 02 97 01 63 00
  • • Dre bostel : resamusees@mairie-vannes.fr

distreiñ da roll ar c'heleier