Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skignadenn ar film "Aotrou Constant"

  • Eus 05 Meurzh 2025 da 05 Meurzh 2025 ical

Sinema

05/03, da 8e da noz, Sineville Park Lann, Gwened.
Priz un abadenn sinema

Da geñver mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e miz Meurzh, Ti ar Vro Gwened a ginnig deoc’h bannañ ur film brezhonek istitlet e galleg er Cinéville ParK Lann Gwened. "Aotrou Constant", film sevenet gant Alan Simon.

Alan Simon, aozer-soner, skrivagner ha filmaozer a orin eus Breizh n’eus savet ar gomedienn dramaek-mañ. Kinnig a ra ur skignañ sebezus, ennañ Jean-Claude Drouot, Danièle Evenou, Cali ha Jean-Yves Lafesse war Enizenac'h.

Sinopsis. "Constant Lucas ul luc'hskeudenner brezel kozh o chom war Enizenac'h e Breizh, moustret gant eñvorennoù eus an hini a oa anavezet gwechall dindan an anv "steredenn Siberia". N'eus ket tu da dremen hebiou d'ar garantez entanet-se a c'hwezh anezhañ bepred. A-daol-trumm e teuas e vab Sergio d'en em gavout asambles gant ur verc'h vihan anvet Adéla n'en doa ket kejet Constant ganti morse …”

Gouestlet eo ar skignadenn-mañ da skoazell ar rouedad Diwan ha resisoc’h evit Skolaj-Lise ha skol Diwan Gwened. Evit Alan Simon ez eo pouezus-kenañ harpañ ar rouedad Diwan a dreuz diaesterioù arc’hant er mare-mañ.

Gant ar gevredigezh Dizale eo bet advouezhiet ar film e brezhoneg e 2024.

Merket e vo an abadenn gant ar sevenour Alan Simon e-unan hag eskemmoù a vo aozet goude ar bannañ.

Bloavezh produiñ : 2023 / Padelezh ar film : 1e48

distreiñ da roll an darvoudoù