Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Diskouezadeg fotoioù : Spered ar mor

  • Eus 08 Meurzh 2025 da 31 Meurzh 2025 ical

Diskouezadeg

08/03 - 31/03/2025
Porzh al Lege, Sant-Brieg

Diskouezadeg er-maez.
Lid-digeriñ aozet d'ar Sadorn 08/03 da 11e.

"Fiñv ha difiñv war un dro, ur c’hevrin don koulz ha tost, redek a ra ar mor difin e takennoù he gwagennoù en ur goumoulenn eon, profañ a ra d’an dud dremmweloù gwell a laka o hunvreoù da gantreal.
350 km a aodoù zo da Aodoù-an-Arvor, ur mell gwel kaer war ar mor. Eus Bae Lanseeg da Veg al Leger, er C’hab Frehel, e Bae Sant-Brieg, war Enez-Vriad pe war Aod ar Vein Ruz, eo brav-meurbet hon arvor.
Gouzout a ra Patrick Doreau, al luc’hskeudenner, trapout ar gouleier cheñch-dicheñch hag an aergelc’hioù a bep seurt a vez a-hed e valeadennoù. A goulzad da goulzad, dindan an heol, ar glav, an erc’h, er vrumenn pe e-pad ur gorventenn, e oar lakaat ar c’hened hag ar from dibar war-wel a sav diwar al lec’h m’en gav an douar hag ar meurvor, spered ar mor."

distreiñ da roll an darvoudoù