D’ar Merc’her 12 a viz Meurzh he doa resevet Montroulez Kumuniezh al label Ya d'ar brezhoneg, bloaz war-lerc'h sinadur live 1 ar garta. Roet eo bet al label gant an OPAB da brezidant an tolpad-kêrioù ha maer Montroulez Jean-Paul Vermot ha d’ar besprezidant Julien Kerguilheg karget eus ar sevenadur, Egorenn ar skiantoù hag ar brezhoneg.
Vademecum ar brezhonegTesteniekaat a ra al label eo bet kaset ar 5 ober da benn gant an DPKE, evel un enklask kaset da benn a-fet c’hoantoù stummañ ar wazourien war ar yezh hag ar bodad labour treuzservij lakaet e plas abaoe miz Mae 2023. Embannet ez eus bet ivez ur sturlevr « Vade-mecum » diwar-benn ar brezhoneg evit kumunioù an tolpad-kêrioù, hag ur bern oberoù all. Ouzhpenn 600 skoliad divyezhek zo en takad, ar pezh a ya d'ober 10% eus ar vugale er c’hentañ-derez. 10 kumun eus Montroulez Kumuniezh a ginnig un hentad divyezhek en ur skol bublik hag e Montroulez ez eus ur skol Diwan.
An oberoù-se a heul ur brastres yezh tiriadel votet e 2024 evit normalaat plas ar yezh er gevredigezh. Klokaat a ra ar politikerezh yezh-se gant ar pezh a vez graet gant ar c’humunioù war an tiriad evel hini kêr Vontroulez he doa votet e kuzul-kêr sinadur live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg d’ar 6 a viz Meurzh 2025.