D’an 13 a viz Meurzh en doa roet Paul Molac, prezidant an OPAB, label 3 ar garta Ya d’ar brezhoneg da Ronan Loas, Maer Plañvour, ha Mathieu Gauthier-Le Priol, kuzulier-kêr dileuriet evit ar brezhoneg, dirak Damien Girard, kannad ar Mor-Bihan, hag ur bern kevelerien.
Kaset eo bet 20 ober da benn gant ti-kêr Plañvour evit tizhout live 3 ar garta :
- • Panelloù mont e-barzh ha mont e-maez
- • Kartennoù-pediñ en div yezh evit an abadennoù sevenadurel
- • Ur gemennadenn divyezhek a zo bet staliet war responter an ti-kêr.
- • Kartennoù bizit ha bannoù-sinañ ar posteloù en div yezh evit ar wazourien hag an dilennidi diouzh o goulenn
- • Plakennoù-straed divyezhek war takad ar gumun a-bezh
- • Ul logo divyezhek
- • Pennad-stur divyezhek e kelaouenn ar gumun.
- • Pedadennoù en div yezh evit an abadennoù aozet gant an ti-kêr (estreget abadennoù sevenadurel
- • Panellerezh diabarzh ha diavaez an ti-kêr en div yezh
- • Panelloù divyezhek zo bet lakaet war savadurioù e dalc’h eus an ti-kêr.
- • Glad ar gumun war wel en div yezh.
- • Panellerezh-heñchañ divyezhek war takad ar gumun.
- • Kemer perzh ti-kêr er c’houlzad bloaziek da vrudañ ar c’helenn brezhoneg evit an oadourien.
- • Arc'hantaouiñ stummadur micherel an implijidi kêr a fell dezho deskiñ brezhoneg pe gwellaat o yezh
- • Sevel un enklask war soñj kerent ar gumun evit gouzout pegen dedennet ez int gant ar c'helenn divyezhek
- • Diorren ar c’helenn divyezhek er gumun. Ar c’helenn divyezhek en 20% eus ar skolioù publik ha 10% eus ar skolidi ar 1añ derez en hentad divyezhek.
- • Sinañ ur gevrat-kefridi gant Ofis Publik ar Brezhoneg evit ma pado an oberoù en amzer hag evit heuliañ anezho.
- • Kaout un dalc’had levrioù brezhonek e mediaoueg ar gumun hag he boueta ingal gant al levrioù nevez-embannet
- • Abadennoù ober anaoudegezh gant ar brezhoneg er skolioù unyezhek da geñver ar MOT a oa bet aozet gant an ti-kêr.
- • Kaout GWATASMed gant ar varregezh “brezhoneg” er c’hlasoù divyezhek publik
Ouzhpenn-se he deus divizet kêr Blañvour mont war-zu live 4 ar garta. D’ar 4 a viz C’hwevrer 2025 en doa votet kuzul-kêr Plañvour mont war-zu al live 4 ha dibabet gantañ 35 ober da gas da benn d'an nebeutañ. Evit tizhout live 4 ar garta e vo klasket, e-touezh an oberoù pennañ, diorren servijoù e brezhoneg evel ur greizenn-dudi vrezhonek, ur vagouri vrezhonek, abadennoù a bep seurt evit ar vugale...
Bremañ emañ Plañvour e-touez an 3 c’humun gentañ e Breizh da vont gant live 4 ar garta Ya d'ar brezhoneg hag ar strollegezh kentañ er Mor-Bihan. Gant an diviz-se e teuio Plañvour da vezañ unan eus ar c’humunioù a raio ar muiañ evit kas ar brezhoneg war-raok er Mor-Bihan.