Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Douarnenez Kumuniezh labelaet Ya d'ar brezhoneg live 1

Web gwelet en he brasañ

Ya d'ar brezhoneg 17/03/2025

An OPAB en doa roet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg DPKE da Zouarnenez Kumuniezh d'an 12 a viz Meurzh 2025.

Gant Douarnenez Kumuniezh eo bet tapet live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg. D'an 12 a viz Meurzh 2025 e oa bet roet al label gant an OPAB da Jocelyne Poitevin, maerez Douarnenez ha prezidantez Douarnenez Kumuniezh, ha Katell Chantreau, besprezidantez. Dalc’het e oa bet al lid da reiñ al label e sez Douarnenez Kumuniezh dirak dilennidi ar c’horn-bro ha kevredigezhioù eus ar vro.

Embannet o doa dilennidi Douarnenez Kumuniezh o c’hoant da gas ar brezhoneg war-raok en oberoù ar gumuniezh dre sinadur ar garta e miz Meurzh 2022. Evit tizhout live 1 ar garta e oa bet divizet kas 14 ober da benn, muioc'h eget ar 5 ober ret, en o zouez un enklask treuz en diabarzh, ar c’hartennoù-pediñ divyezhek evit an abadennoù a vez aozet ganti (hetoù, lidoù ofisiel), implij ingal ar brezhoneg evit an darvoudoù, ul logo divyezhek, kartennoù-bizit ha sinadurioù elektronek en div yezh, pennad-stur divyezhek, ur responter divyezhek, panellerezh e sez Douarnenez Kumuniezh hag e aveadurioù ar gumuniezh, evel ar poull-neuial hag al lastezerezh.

distreiñ da roll ar c'heleier