Roet e oa bet gant an OPAB al label Ya d'ar brezhoneg da gumun Pleiber-Krist ha d'he Maer Julien Kergiliec, dirak Danièle Larhantec, eilmaerez evit ar sevenadur ha Jo Calvez, prezidant KLT, d'an 9 a viz Ebrel 2025.
Gant Pleiber-Krist eo bet tapet al live 1 goude bezañ sinet ar garta e 2021. 6 ober zo bet kaset da benn er gumun :
- • Panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ;
- • Staliañ panelloù-straed divyezhek ;
- • Sevel pedadennoù divyezhek evit an abadennoù sevenadurel ;
- • Pennad-stur divyezhek er c'hannadig-kêr ;
- • Kemer perzh er c’houlzad bloaziek evit brudañ ar c'helenn brezhoneg evit an oadourien ;
- • Diorren ar c’helenn divyezhek.
- Hiziv an deiz ez eus 15% eus skolidi ar gumun en hentad divyezhek.