Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Staj c'hoariva margodennoù

Web gwelet en he brasañ

C'hoariva

Aozañ a ra ar c'hevread C'hoariva ur staj margodennoù e Gouenac'h evit gwellaat e yezh en ur c'hoari.

D'ar 16 ha d'ar 17 a viz Meurzh e aoz ar c'hevread C'hoariva ur staj margodennoù e Gouenac'h evit gwellaat e yezh en ur c'hoari. Dalc'het e vo ar staj e Ti Teatr Gouenac'h.

Yann-Glaod ar Ruyet eo a lusko ar staj. War ar stern emañ sevel pennadoù-skrid, barzhonegoù hag arvestoù evit ar vugale.

Soñjet eo ar staj evit an holl re a fell dezho gwellaat o brezhoneg evit c'hoari war ul leurenn pe evit komz dirak an dud ha dizoleiñ war an dro bed marvailhus ar margodennoù.

Pal ar staj eo deskiñ ober gant margodennoù. Implijout margodennoù evel binvioù pedagogel ha gwellaat e yezh a-fed distagadur ha pouez-mouezh. Sevel sketchoù a-unan pe a-stroll gant margodennoù.

PROGRAMM :


Sadorn :

• Kinnig ar staj : kalite ar yezh en ur c'hoari gant margodennoù

• Dizoleiñ jestroù kentañ ar margodenniñ

- Teknik 1 : margodenniñ war wel

- Teknik 2 : margodenniñ a-dreñv ur rideoz

• Labour unan-hag-unan, daou-ha-daou pe ouzhpenn evit sevel sketchoù

Sul :

• Margodenniñ evit sevel sketchoù (kendalc'h)

• Kinnig un arvest gant sketchoù bihan savet e-korf ar stajig

Taolit evezh: Gallout a ra pep stajiad dont gant ar margodennoù a blij dezhañ.


Lec'h : Ti Teatr Gouenac'h, ul lec'h moutig-kenañ gouestlet d'ar margodennoù. www.ty-theatre.com

Priz : 45 € ar staj / 20 € da reiñ en a-raok.

Studierien ha tud dilabour : 35 € ar staj / 15 € da reiñ en a-raok.

Ma n'emaoc'h ket en ur strollad ezel deus C'hoariva e vo ret deoc'h paeañ skodenn ar gevredigezh : 10 €.

Evit lakaat e anv pe kaout muioc'h a ditouroù : choarivabrezhonek@gmail.com (pgz : 06 38 78 35 15)


distreiñ da roll an darvoudoù

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob