Un hanter devezh bemdez e kreizenn marc’hegañ Koad Maodez e Sant-Rien (kentelioù, baleadennoù bras…) hag ober war-dro ar c’hezeg : peadra da gaout plijadur gant al loened ! Savet e vo strolladoù kempouez e-keñver barregezh pep bugel war ar marc’hegañ (deraouidi, bugale barrek…). C’hoarioù ha beilhadegoù a vo graet ivez e ti klet Studi ha Dudi e Plijidi e kreiz Bro-Dreger.
Evit gouzout hiroc'h klikit amañ.
An evezhiadennoù0