Hei ‘ta ! Deuit niverus da foetañ bro e teir roulotenn kezeg a-hed un hent-houarn kozh. Un droiad 50 km a raimp e Kreiz-Breizh en ur loc’hañ eus Lokmaria-Berrien, etrezek Skrigneg, Kermeur, Kerguz hag an Uhelgoad. Ret e vo ober war-dro an tri marc’h Percheron, ren, bouetañ, stagañ anezho… gant sikour an dud vras evel-just.
Bep noz e kouskoc’h er roulotenn hag e kemeroc’h perzh e buhez ar c’hamp : fardañ boued, ober ar skaotaj…
Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.
An evezhiadennoù0