Pako eo ki an ti-feurm. He mestrez, Erell, a vo kontant d’ho tegemer en he zi-feurm pedadogel. Ganto e vioc’h heñchet evit ober gwelloc’h anaouedegezh gant ar vuhez war ar maez. Nag a draoù da ober ! Ha petra ’ta zo en ti-feurm-se ? Poneed, givri, deñved, moc’h, yer, gwazi, houidi... Dav e vo deoc’h intent ha diwall outo evel-just, bouetañ anezho hag ober war-dro al liorzh war ar marc’had. Ur wern zo just e-tal kichen an ti-feurm : mont a raimp da welet peseurt buhez a zo e-barzh enni. Ha chom a ray amzer bemdez evit ober war-dro ar poneed ha pignat war o c’hein. ’M eus aon e vo re verr ar vakañsoù-mañ !
Evit gouzout hiroc'h, klikt amañ.
An evezhiadennoù0