Ha lemm a-walc’h e vo da zivskouarn evit klevet an istorioù marzhus koachet en dourioù red, ouzh an tornaodoù hag e goudor ar c’hoadoù frondus ? Gant an obererezhioù sport liesseurt, ar c’hoarioù er c’hoadoù, ar redadegoù reteriñ e vo roet dit un tañva eus ar mojennoù-se hag eus Istor Breizh ivez.
Tañva da draoù all e c’helli ober : krapat evit ar re 6-8 vloaz, gwaregañ ha kanoe evit ar re 8-11 vloaz, krapat, mont war VTT ha kanoe evit ar re 11-13 vloaz. Pare out evit an avantur ?
Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.
An evezhiadennoù0