Startijenn zo ganeoc’h ? Ya ? Gwell a se, kar peadra a vo da zispakañ ho korf hag ho spered a-hed ar sizhun : un abadenn tañva d’ar stand up paddle, div abadenn gwaregañ (unan anezho er c’hoadoù memes), troioù-bale, c’hoarioù reteriñ, mont war roudoù ar broc’h da serr-noz. Ha petra c’hoazh ? Deoc’h-c’hwi e vo da ginnig ha da zibab, asambles gant ar skipailh.
C’hwi a vo er gêr e koadoù hag hentoù don Treglonoù. Ur c’hamp evit aveliñ da benn er parkoù ha war an draezhenn.
Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.
An evezhiadennoù0