Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Produet e Breizh hag ar brezhoneg

Web gwelet en he brasañ Lena Louarn, Jakez Bernard, Malo Bouessel du Bourg ha Steven Guegueniat.

Ekonomiezh 19/12/2013

D’an 18 a viz Kerzu 2013 e oa bet roet label 2 « Ya d’ar brezhoneg » da Broduet e Breizh.

An it. Lena Louarn, Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg, he deus roet label 2 « Ya d’ar brezhoneg » d’an ao. Jakez Bernard, Prezidant Produet e Breizh, evit al labour graet gant ar gevredigezh a zo enni ouzhpenn 300 embregerezh.

3 bloaz zo e oa bet roet al label 1 da Produet e Breizh c’hoazh, kendalc’het eo bet gant al labour kas ar yezh war-raok enta en ur framm a zo a bouez e bed ekonomikel Breizh.

An ao. Malo Bouessel du Bourg, Rener Produet e Breizh, en deus lavaret e oa ar brezhoneg unan eus talvoudegezhioù ar gevredigezh. An ao. Steven Guegueniat, e penn ar bodad-labour war ar brezhoneg, en deus embannet e vez displeget d’an holl izili penaos ober evit kas ar yezh war-raok hag evit se ez eus bet savet ur film a ro skouerioù ha testenioù eus ar pezh a c’heller ober en un embregerezh.


distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0