Gant ar C’huzul-rannvro eo bet kefridiet an Ofis Publik da aozañ ur vrudadeg evit ar c’helenn divyezhek abaoe 2012. « Erwan » eo anv ar c’houlzad-se.
Evit an 3e bloavezh e vo gwelet skritelloù bras (4 metr dre 3) e kêrioù pennañ Breizh (Brest, Kemper, an Oriant, Gwened, Sant-Brieg, Roazhon, Naoned ha Sant-Nazer) hag er c'humunioù tro-dro, da lavaret eo 64 c'hêr.
An dud a c’hall implijout un niverenn bellgomz gouestlet (0820 200 080) da vezañ kelaouet diwar-benn ar skolioù divyezhek tostañ d’o lec’h annez.
An evezhiadennoù0