Un emvod-kelaouiñ zo bet gant an ao.Gouraud rener REGEK ar Mor-Bihan, an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg, an ao. Verney eus PAKEK Breizh, an ao. Le Gall eus AREP Breizh, an it. Maria eus Stumdi hag an ao. Mengi eus Mervent. Ar pal a oa brudañ ar stummadur nevez e bed ar vugaligoù a vo kinniget e Gwened a-benn miz Gwengolo.
Muioc’h-mui a skolidi zo gant ar c’helenn divyezhek ha pouezus-tre e vefe skoazellet ar gelennerien divyezhek gant SASM divyezhek en o c’hlas. Gant ar stummadur kinniget gant an AREP e c’hello an dud heuliañ ar c’hentelioù brezhoneg hepken m’emañ an TGM Bugaligoù ganto c’hoazh, pe an TGM hepken ma ouzont brezhoneg pe an holl vodulennoù m’o deus ezhomm da dapout an TGM hag ar varregezh war ar yezh.
Muioc’h a ditouroù a vo kavet war ar blegfollenn-mañ.
An evezhiadennoù0