Frañs 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg a aoz Prizioù Dazont ar Brezhoneg bep bloaz, gant skoazell Kuzul-rannvro Breizh. Lakaat war wel oberoù nevez ha skouerius evit kas ar brezhoneg war-raok eo o fal.
An itron Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg hag an aotrou Bertrand Rault, dileuriad rannvroel Frañs 3 Breizh o deus embannet hiziv e vo aozet lid Prizioù an dazont 2015 e Logunec’h, e sal an Tach, d’an 23 a viz Genver.
An evezhiadennoù0