AEP skol Diwan Plougerne
Plougerne (29)
Emañ AEP skol Diwan Plougerne o tuta ur skoazeller·ez skol-vamm evit distro-skol 2025-2026. Ur gevrat PEC hini eo. Post da vezañ pourvezet adalek ar c’hentañ a viz Gwengolo evit daouzek miz (21,5e/sizhun ingalet war ar bloavezh). Pe ur gevrat termenet he fad a c'hell bezañ.
01/07/2025
AEP skol Diwan Landerne
Landerne (29)
Emañ skol Diwan Landerne o klask ur gwazour liesvarrek. Labour : eveshaat war ar porzh-skol, sikour ouzh an diwallerezh, kempenn an ti-skol. Aotrouniezh ha madelezh ; evezhiegezh ha kelaouiñ ar gelennerien ; labour a-stroll.
30/06/2025
Ti-kêr Roazhon
Roazhon (35)
Emañ ti-kêr Roazhon o tuta tri GWATASM divyezhek a-benn an distro-skol 2025.
30/06/2025
Roazhon (35)
Deiziad embann | 12/07/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 31/08/2024 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Skol Diwan Roazhon zo o tuta un ASEM a-benn an distro-skol 2024-2025.
- sikour hag ambroug ar vugale war ar pemdez.
- ober ar pep retañ evit kinnig ul lec’h hag un endro dereat a-fet surentez ha yec’hederezh.
- skoazell ar skolaer.ez da brientiñ ha da vuheziñ oberezhioù pedagogel.
- degemer ar vugale hag o zud (pe an dud dave) war ar prantadoù skol ha troskol
- ober war-dro ar vugale a-raok, e-pad ha goude ar predoù
- buheziñ an diwallerezh diouzh mintin ha goude-merenn.
- kempenn al lec’h-labour (renkañ ar sal-glas, kempenn en diwallerezh, er c’hantin…)
- Brezhoneg ret.
- Diplom pe perzhegezh vicher danvez bugaligoù pe/ha buheziñ.
- Ur skiant-prenet war ur post heñvel a vo deuet mat
Gopr izek kresk (SMIC)
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Skol Diwan Roazhon
31 boulevard du Portugal
35000 Rennes / Roazhon
rh@diwanbroroazhon.bzh