Ti-kêr Gourin
Gourin (56)
La commune de Gourin recrute un·e agent·e d'intervention technique polyvalent·e en milieu rural, pour l'entretien quotidien des locaux des établissements scolaires, des espaces annexes et des bâtiments communaux sur le territoire. Encadrement des enfants en garderie, au restaurant scolaire et lors des activités de surveillance dans la cour.
07/07/2025
AEP skol Diwan Plougerne
Plougerne (29)
Emañ AEP skol Diwan Plougerne o tuta ur skoazeller·ez skol-vamm evit distro-skol 2025-2026. Ur gevrat PEC hini eo. Post da vezañ pourvezet adalek ar c’hentañ a viz Gwengolo evit daouzek miz (21,5e/sizhun ingalet war ar bloavezh). Pe ur gevrat termenet he fad a c'hell bezañ.
01/07/2025
AEP skol Diwan Landerne
Landerne (29)
Emañ skol Diwan Landerne o klask ur gwazour liesvarrek. Labour : eveshaat war ar porzh-skol, sikour ouzh an diwallerezh, kempenn an ti-skol. Aotrouniezh ha madelezh ; evezhiegezh ha kelaouiñ ar gelennerien ; labour a-stroll.
30/06/2025
Sant-Ervlan (44)
Deiziad embann | 27/05/2024 |
Deiziad kregiñ | 02/09/2024 |
Emañ skol Diwan Sant-Ervlan o tuta ur gwazour·ez divyezhek a-benn an distro-skol 2024.
Ar gwasour·ez a skoazell ar skolaerien ha skolaerezed gant an degemer, ar buhezerezh ha yec’hedoni ar vugale (adalek 2 vloaz).
Kemer a ra perzh er gumuniezh desavadurel.
Kempenn a ra ar salioù hag an dafar implijet gant ar vugale.
Eveshaat a ra ouzh ar vugale e-pad ar mareoù troskol.
Stummadurioù ha perzhekadur : TGM (CAP) bugaligoù. - DABU (BAFA). Barregezhioù micherel ha teknikel : Anavezout diorren ar vugale (fizikel, loc’hadurel, afektivel) - Anavezout pennaennoù ar surentez hag ar yec’hedoni - Anavezout teknikoù buhezerezh
Perzhioù daremprediñ : Selaou - Bezañ pasiant - Bezañ gouest da verañ an diemglevioù - Gouzout kehentiñ - Bezañ aozet mat - Bezañ emren, evezhiek, pasiant.
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
18h contractuel par semaine
Vacances scolaires non travaillées (6 semaines de congés payés.)
Skol Diwan Sant-Ervlan
secretariat.diwansantervlan@gmail.com