Diwan
Karaez-Plougêr (29)
Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit al Lise Diwan Karaez. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ul lise e brezhoneg penn-da-benn eus an eilvet klas d’ar c’hlas termen ! Ouzhpenn da-se ez eus bet digoret un hentenn micherelaat BVTK (Buheziñ evit ar Vugale hag an Dud Kozh) da geñver distro skol 2024.
19/11/2024
Mervent
Ploneour-Lanwern (29)
Emañ MERVENT, aozadur hag a gelenn brezhoneg e Bro Gerne, o tuta ur c’henlabourer/ ur genlabourerez evit ur post-labour daou gefridi ennañ : pennkontouriezh ha mererezh melestradurel, gwazour melestradurezh ar c’hreizennoù stummañ
30/10/2024
Bro Kornog Kreiz-Breizh
Rostrenn (22)
Emañ Bro Kornog Kreiz-Breizh o tuta ur c'hargad/gargadez a gefridi sevenadur divyezhek. Digor d'an dud kevratet.
29/10/2024
Ar Releg-Kerhuon (29)
Deiziad embann | 24/10/2024 |
Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 46 vloaz zo ez eus e Diwan 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel. Abalamour d’un implijiadez tost da vont war he leve emañ rouedad Diwan o klask sekretour·ez divyezhek ar velestradurezh-skolaj (G/M) evit Skolaj Diwan Penn ar Bed (Ar Releg). Dindan atebegezh renerezh an ti skol e kenlabouroc’h gant holl izili skipailh ar skolaj : renerezh, buhez skol, skipailh kempenn, kelennerien, dilenidi Kuzul merañ ar skolaj. Fiziet e vo ennoc’h kefridioù liesseurt.
Goulennet e vo ganeoc’h ober war dro :
- Sekretourva boutin
Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave.
Degemer ha treuzkas al lizhiri.
Degemer ha treuzkas ar mailoù.
- Sekretourva pedagogel
Ebarzhiañ an holl ditouroù a bouez evit ar familhoù, merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù hag ober war dro enrolladur ar skolajidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e barzh SIECLE (Système d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez pouezus tre evit skoliadur ar skolajidi.
Daremprediñ gant ar rektordi diouzh an ezhommoù : teuliadoù kelennerien, enskrivadurioù DNB, beajoù...
Sevel pe prientiñ a bep seurt teuliadoù a sell an ti skol hag e vont en dro, da skouer (listenn diglok) : raktres niver a vugale, yalc’hadoù, treziad diavez (forfait d’externat), steuñv an emgavioù pedagogel, heuliañ ar gevrat gant ar stad.
- Kehentiñ
Sevel teulioù kehentiñ diabarzh/diavez a bep seurt : mail titouriñ (familhoù, kelennerien) pedadennoù, adgalv, sevel rentaoù kont
Bezañ perzh en aozañ a bep seurt darvoudoù a sell buhez an ti skol : devezhioù dizoloiñ ar Skolaj gant skolioù ar c’hentañ derez, an dorioù digor, devezhioù degemer evit ar skolidi CM, hag all.
Un diplom war ar sekretourva mui 2 pe 3 bloavezh skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit dec’hel ar post-mañ.
Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren ha bezañ aes gant an dud.
Ret e vo deoc’h mestroniañ ar poelladoù-mañ : word, excel, publisher, google workspace.
Bez ho po da implijour ivez poelladoù all a sell merañ an ti skol (Pronote, poelladoù akademiezh). Bez e rankoc’h eta bezañ en ho aes gant an urzhiaterez.
Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY) d’an nebeutañ.
Kevrat didermen he fad
Leunamzer
Diwan
Skolaj Diwan Penn ar Bed
rue Gay Lussac
29480 LE RELECQ-KERHUON
tuta@diwan.bzh0298213369