Ofis Publik ar Brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
E-barzh ar pol Studi ha Diorren an OPAB e vo karget ar gwazour/wazourez eus raktresoù hentadoù divyezhek nevez er skolioù, lakaat e plas ha heuliañ ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er gennad publik hag er gennad prevez, ha darempredoù gant an dilennidi evit diorren implij ar yezh e Kreiz-Penn-ar-Bed hag e Kornôg Kreiz-Breizh.
03/07/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un teknikour/deknikourez kempenn ar savadurioù. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Plaeraneg (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta ur c'hargad/gargadez a raktresoù sevenadurel evit ar greizenn Milmarin. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Gwened (56)
Deiziad embann | 17/09/2024 |
Emañ Diwan Breizh o tuta ur sekretour·ez evit skolaj-lise Gwened, adalek miz Kerzu 2024 betek miz Gouere 2025.
- Sekretourva hollek (meriñ an dielloù resevet get Diwan – ar Rektorelezh, meriñ ar yalc’hadoù)
- Sekretourva pedagogel (meriñ teuliadoù skolidi, enskrivadennoù er skolaj-lise, d’an arnodennoù, er liseoù àr-lerc’h an 3vet klas)
- Kehentiñ (pllgz, treuskas ar mailoù d’ar servijoù, rouedadoù sokial)
- emren
- gouest da labourat a-stroll
- gouest da eskemm get ar renourezh
- evezhiek
Brezhoneg : live B2 d'an nebeutañ
Doare den : aes daremprediñ geti/oñ
Hervez skeul an Deskadurezh Stad/SAENES
Contrat à durée déterminée
Temps complet
Diwan Breizh
skolaj-lise.gwened@diwan.bzh