Education Nationale
Rosporden (29)
Le collège de Rosporden recherche un professeur de Breton pour 9H : remplacement jusqu'au 18/10 pour le moment afin d'enseigner le breton optionnel (5ème/4ème/3ème) et le breton bilingue (4ème/3ème). Recherchons également un professeur de breton H-G pour 6H à l'année.
12/09/2024
Rektorelezh Roazhon
Finistère
Emañ Rektorelezh Roazhon o tuta kelennerien divyezhek kevratet, d'ober erlec'hiadurioù e skolajoù ha liseoù e Penn-ar-Bed.
12/09/2024
RSDDS Aodoù-an-Arvor
Lambal-Arvor [Lambal] (22)
Emañ RSDDS Aodoù-an-Arvor o tuta ur c'helenner/gelennerez ar skolioù divyezhek war gevrat evit skol Mathurin Méheut e Lambal.
12/09/2024
Orvez (44)
Deiziad embann | 25/07/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/01/2025 |
Diwan a zo ur rouedad skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl. Hiziv ez eo an hentenn kelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 46 vloaz ez eus e Diwan hiziv, 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise dasparzhet war 5 departamant Breizh. Da geñver raktres digoradur ur skol e Orvez (44) emañ Diwan o klask ur rener·ez skol kentañ derez.
Ouzhpenn ho kefridioù kelenn e vo fiziet ennoc’h atebegezh ar vuhez skol, al lusk pedagogel hag aozadur ar c’huzul-skol.
Kendivizer·ez ar familhoù e voc’h hag oberiant e voc’h e buhez ar skol hag he aozadur asambles gant an AEP (kevredigezh desevel poblek) a zo e karg eus merezh ar skol.
Ambrouget e voc’h en ho kefridi gant servij pedagogiezh ar c’hentañ derez ha kargadez a gefridi ho korn-bro a ambroug an AEP ivez.
- Oadet a 21 vloaz d’an nebeutañ ;
- Bezañ tapet un diplom live 5 (BTS, DUT, DEUG, DEUST, etc.)
- 5 bloaz a skiant prenet renerezh, kelenn pe evezherezh en ur skol publik pe brevez.
- Digor eo ar post-mañ d’ar skolaerien·ezed statud prevez, anvet “skolaerien·ezed titlet Diwan » hag ar skolaerien·ezed dindan statud gwazour·ez publik ar Stad, anvet « skolaerien·ezed DS » a zouj d’an divizoù meneget amañ dindan.
Kevrat didermen he fad
Leunamzer
1. Divizoù lakaet da dalvezout evit ar skolaerien·ezed statud prevez, anvet « skolaerien·ezed· titlet Diwan » :
- Post leun amzer da bourveziñ d’ar 1añ a viz Genver 2025 ;
- Ouzhpenn ho kopr evit ho kargoù skolaer·ez hag an emglev lakaet e pleustr evit goproù renerien·ezed ar c’hentañ derez o talvezout e Diwan e vo paeet deoc’h un arc’hopr renerezh bloaziek a 2 599,12 € kriz ;
- Ouzhpenn an adc’hopr-mañ stag ouzh ho kefridi renerezh e vo paeet deoc’h un adc’hopr divoutin digoradur skol a 2 000 € kriz bloaziek.
2. Divizoù lakaet da dalvezout evit ar skolaerien·ezed statud gwazour·ez publik ar Stad, anvet « skolaer· ezed DS »
- Post leun amzer da bourveziañ d’ar 1añ a viz Genver 2025 ;
- Ma vezit dibabet evit ar post hag evit bezañ lakaet war bost e rankoc’h sevel ur goulenn bezañ lakaet e-maez a garg evit un abeg hiniennel ouzh rektorelezh emaoc’h stag outi
- Gwarantet e vo gant Diwan ho kopr war ziazez ho feur tapet a-raok bezañ bet lakaet e-maez a garg ha se betek ma vo kevratet ar skol.
- Ouzhpenn ho kopr evit ho kargoù skolaer·ez hag an emglev lakaet e pleustr evit goproù renerien·ezed ar c’hentañ derez o talvezout e Diwan e vo paeet deoc’h un arc’hopr renerezh bloaziek a 2 599,12 € kriz ;
- Ouzhpenn an adc’hopr-mañ stag ouzh ho kefridi renerezh e vo paeet deoc’h un adc’hopr divoutin digoradur skol a 2 000 € kriz bloaziek.
Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh0298213369