AEP Ecole DIWAN d'Auray
AURAY
Didan kiriegezh renourez ar skol hag an AEP, -Skoazell a rit ar c'helennerezed e-pad an euriadoù klas : degemer, reolennoù yec’hed ar vugale ha renkañ an dafar-skol. -Kemer a rit perzh evit evezhiañ ar porzh-skol. -Gober a rit àr-dro ar vugale e-pad ar prantadoù troskol (predva) hag ar prantadoù kousk. -Lakaat a rit al lec’h hag an dafar da vout prop ha kempennet. Barregezhioù rekis : Brezhoneg flour (skrivet, lennet ha komzet) rak ar brezhoneg eo yezh buhez ha yezh kelenn ar skol Doujañs doc’h ar reolennoù yec’hed, propder ha surentez. Implij produioù naetaat ha kempenn. pasianted ; barregezhioù Selaou, daremprediñ, raktresañ hag en em azasaat.
12/07/2025

Diwan
Vannes
Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit ar Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan e Gwened. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e-kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ur skolaj-lise e brezhoneg penn-da-benn eus ar c’hwec’hvet klas d’ar c’hlas termen ! Rener·ez ar skolaj-lise a zo e-karg eus mont en-dro ar skolaj-lise war an tachennoù da heul : Pedagogiezh Buhez-skol Melestradur Surentez
11/07/2025
Naoned (44)
Deiziad embann | 04/06/2024 |
Deiziad kregiñ | 02/09/2024 |
Er skol Santez Madeleine La Joliverie ez eus 310 skoliad hag un hentad liesyezhek saozneg-galleg-brezhoneg zo ennañ 75 skoliad. Evit un digoradur klasoù CM1/CM2 hag e-sell da vont d’an hentad liesyezhek a-benn an distro-skol 2024 e klask ar skol Santez Vadalen un emeller·ez divyezhek e Brezhoneg, evit un emell sizhuniek.
Liammet gant atebeg pedagogel an diazezadur ha skipailh pedagogel an hentad liesyezhek:
- Prientiñ hag aozañ emelloù pedagogel e brezhoneg evit skolidi Ke1 Ke2,
- Kenlabour gant ar skipailh pedagogel evit liammañ an emelloù-se ouzh ar raktresoù e brezhoneg a bep seurt
- Kinnig emelloù pedagogel e brezhoneg, e darempred gant ar skipailh pedagogel
- Kemer perzh e buhez an hentad liesyezhek an diazezadur
Profil klasket :
- Plijout a ra deoc'h labourat er skolioù.
- Aozet ha strizh oc'h.
- Ganeoc’h e vez mestroniet an eztaol dre gomz koulz e galleg hag e brezhoneg.
- Gouest oc'h d'en em ober.
- Ho perzhioù darempred a ya da glokaat ho pennadurezh.
Barregezhioù goulennet :
- Mestroni vat war ar Brezhoneg (komzet ha skrivet)
- Mestroni vat ar Galleg
- Perzhioù pedagogel
- Doare al labour a-stroll
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
Liammoù urzhazel ha/pe arc'hwelel :
- Atebeg pedagogel an diazezadur
+- 12 eurvezh a emelloù bep miz, priz an eurvezh da resisaat (+-45€ an eurvezh).
Post diazezet e Naoned.
Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant Benoît SARIGNAC : bsarignac@la-joliverie.com ; 07.55.63.27.63
Skol Santez-Vadalen
10 quai Hoche
44200 Nantes
bsarignac@la-joliverie.com07.55.63.27.63