None

GWAASM

Skol Diwan Boulvriag

Boulvriag (22)

Lakaat e anv
Deiziad embann 13/11/2023
Deiziad kregiñ 29/08/2024

Emañ skol Diwan Boulvriag o tuta ur GWAASM divyezhek a-benn miz Gwengolo 2024.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Dindan kiriegezh an AEP hag o kenlabourat gant skipailh kelenn ar skol e reoc’h war-dro ar c'hefridioù da heul (rannet etre 2 ASEM ar skol) :
- ambroug ar skolidi.adezed gant o deskerezhioù pemdeziek (emrenerezh, buhez a-stroll, yec’hedoniezh korf, diorroadur afektivel ha speredel...)
- buheziñ hag eveshaat an amzerioù tro-skol
- ober war-dro an amzerioù er predva ha kemer perzh e deskadurezh-boued ar vugale
- ober war-dro renkañ, naetaat, kempenn an dafar hag an ti-skol

Doare den

Gouzout :
- Anavezout diorroadur ar vugale hag o ezhommoù (korf, keflusk, afektivel)
- Komz brezhoneg
- Anavezout reolennoù yec’hedoniezh ar skolioù pe kaout c’hoant bezañ stummet warne

Gouzout ober :
- Ambrougañ ar vugale en o deskerezhioù pemdez
- Buheziñ (c’hoarioù, labour-dorn, kanaouennoù...)
- Ober war-dro surentez ar vugale (spered ha korf)

Gouzout bezañ :
- Barrek da evezhiañ, kaout pasianted ha bezañ madelezhus
- Selaou ha doujañ ouzh ar vugale ha tud ar skipailh
- Bezañ gouest en em aozañ, bezañ emren ha reaktiv
- Labour skipailh

Titouroù war ar post

Gopr

GIEK dre eur

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Darnamzer

Evezhiadenn

20e / sizunvezh (merc'her ha vakañsoù dieub).
Kevrat sikouret PEC.
Cv ha lizher da gas da aep.skolboulvriag@gmail.com

Darempred

Skol Diwan Boulvriag

aep.skolboulvriag@gmail.com

09 52 78 32 10