Kalz a dud zo bet o kemer perzh e lid-reiñ al label gant an it. Louarn, prezidantez an Ofis publik d’an itron Creignou, maerez ar gumun. War al lec’h e oa ivez an it. Zaneguy, eilmaerez karget eus ar brezhoneg, an ao. Abiven, bet maer e-pad 25 bloaz, dilennidi kumunioù tost, tud e penn kevredigezhioù pe skolioù, bugale ar skolioù divyezhek publik.
En he frezegenn he deus diskouezet an it. Louarn bezañ laouen o reiñ al label d’ur gumun he deus brudet ha diorroet ar yezh gant kalz a startijenn.
A-drugarez d’an 20 ober a zo bet kaset da benn ganti e teu ar yezh war wel en un doare splann : logo, panellerezh, plakennoù-straed, teulioù ofisiel, kenlabour gant ar stalioù-kenwerzh. Divrall eo bet skoazell ar gumun ivez evit : digeriñ un hentad diyezhek e 2012 hag a ra berzh bremañ ; paeañ an treziad skol evit ar skolidi a ya d’ar skolioù Diwan ; staliañ kentelioù tañva el lec’hioù a zegemer bugaligoù ; tuta tud divyezhek, GWATASM ha buhezourien troskol ; kemer perzh er vrudadeg evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ; sevel ha boueta ingal un dalc’had levrioù e brezhoneg.
Klask a raio an Ti-kêr tizhout hiziviken live 3 ar garta Ya d’ar brezhoneg.
An evezhiadennoù0