Ofis Publik ar Brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
E-barzh ar pol Studi ha Diorren an OPAB e vo karget ar gwazour/wazourez eus raktresoù hentadoù divyezhek nevez er skolioù, lakaat e plas ha heuliañ ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er gennad publik hag er gennad prevez, ha darempredoù gant an dilennidi evit diorren implij ar yezh e Kreiz-Penn-ar-Bed hag e Kornôg Kreiz-Breizh.
03/07/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un teknikour/deknikourez kempenn ar savadurioù. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Plaeraneg (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta ur c'hargad/gargadez a raktresoù sevenadurel evit ar greizenn Milmarin. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Deiziad embann | 26/03/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 28/04/2024 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Da geñver krouidigezh ur post labour, emañ ar rouedad Diwan o klask un den atebeg war an arc’hant ha merañ an tiez-skol. Stag ouzh renerezh ar gevredigezh, e vefet karget da genurzhiañ servijoù kontouriezh tiez-skol an eil derez ha da lakaat e plas diarbennoù da stabilaat kempouez arc’hant an eil derez. Bez e vefet ivez kendivizer·ez tostañ renerezhioù an eil derez evit ar pezh a sell ouzh merañ o savadurioù ha tiez-skol.
Dre ar munud, e vo fiziet ennoc’h :
- Arc’hant :
Kenurzhiañ kontourien an tiez-skol
Lakaat e plas taolennoù heuliañ budjedoù an tiez-skol
Dasparzh ar yalc’hadoù hag ar reizhingaldurioù diouzh an degouezh
Buheziñ ar bodad keidadur ha kemm prizioù ar bod hag ar boued
Ingaladur analitek fakturenniñ ar familhoù
Titouriñ ha merañ ar skoazell d’an transportoù
Prenadennoù a-stroll
- Savadurioù :
Heuliañ stad ar savadurioù
Gweladennoù ingal war an dachenn
Heuliañ doseroù ar c’hontrolloù ret
Heuliañ ar raktresoù tiez savet hag ar frammoù dougen
Sevel hag heuliañ ar steuñvioù marc’hadaouerezh
Lakaat e pleustr hag heuliañ teulioù goulenn yalc’hadoù
Sturiañ danvez pourchaserien
Stummadur uhel e kontouriezh, bet tapet ur vachelouriezh + 3/5 e mererezh/kontouriezh ha 5 bloaz skiant-prenet d’an nebeutañ en tachennoù-mañ pe e tachennoù tost.
Setu amañ barregezhioù mat da gaout evit ar post-mañ :
- Mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre gomz ha dre skrid (B2 pe C1 en DCL Brezhoneg) ;
- Mestroniañ mat-tre word hag excel ;
Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.
35000 - 40000€
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Post leun amzer, 35 eurvezh/sizhun. Statud sterniad·ez
War an hent ingal e Breizh a-bezh (5 departamant)
Post da bourveziñ kerkent ha posupl
Diouzh ho profil hag ho skiant-prenañ e vo kinniget deoc’h ur gopr etre 35 000€ ha 40 000€. War-lerc’h e vo kemmoù a-nebeudoù war ho kopr diouzh ho red-micher.
Evel goprad·ez ar gevredigezh ho peus droad da gaout ur c’henwarez, ur ragevezh ha 6 sizhun koñjeoù paeet.
Diwan
Z.A Sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh0298213369