Ti-kêr Plougastell-Daoulaz
Plougastell-Daoulaz (29)
Emañ Ti-kêr Plougastell-Daoulaz o tuta ur gwazour/wazourez degemer ha marilh ar boblañs divyezhek, evit un erlec'hiadur.
06/09/2024
Ti-kêr Lannarstêr
Lannarstêr (56)
Emañ ti-kêr Lannarstêr o tuta ur c'hargad / gargadez divyezhek eus al lec'haveiñ ha diorren ar pleustr c'hoarioù hag an oberoù troskol.
04/09/2024
Rannvro Breizh
Roazhon (35)
Emañ Rannvro Breizh o tuta ur Skoazeller·ez melestradurel divyezhek. Digor d'an dud kevratet
04/09/2024
Landerne (29)
Deiziad embann | 25/07/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 08/09/2024 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emañ Diwan o klask ur rener·ez nevez evit e rouedad skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl. Krouet ouzhpenn 45 vloaz zo ez eo an hentenn nemeti o kinnig ar c’helenn brezhoneg dre soubidigezh. Bez ‘ ez eus bremañ e Diwan 4014 skoliad·ez war 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise, 187 goprad·ez implijet gant ar rouedad Diwan ha 180 goprad·ez implijet gant ar skolioù/skolajoù/liseoù. Talvoudegezhioù pennañ Diwan eo treuzkas ha diorren ar brezhoneg er c’helenn. Prest oc’h da gemer perzh er raktres-mañ ? Deuit da labourat ganeomp eta !
Kendivizer pennañ izili burev ha kuzul merañ ar gevredigezh oc’h ha termeniñ a reoc’h asambles ganto ar raktresoù hag ar palioù evit diorren ha frammañ ar gevredigezh.
E karg eus renerezh ar gevredigezh e labouroc’h war sujedoù pinvidik ha liesseurt a c’houlenno diganeoc’h bezañ gouest da rakwelout, dielfenniñ, krouiñ ha bezañ efedus evit kavout diskoulmoù.
Dre ma ‘z emaoc’h e darempred gant dilennidi hag gopridi ar gevredigezh e voc’h e karg da lakaat e pleustr ha priziañ ar palioù termenet asambles gant atebeien ar c’hopridi ha re an ud a-youl vat. Eus Landerne e kasoc’h war-raok obererezhioù ar servijoù bodet enno ar renerezh pedagogiezh (kentañ hag eil derez), ar servijoù kontouriezh ha koskor mui ar pol « buhez ar gevredigezh » ha kehentiñ.
E karg e voc’h ivez da zileuriañ ar gevredigezh dirak un nebeud kendivizerien·ezed (dilennidi, rektordi, kevredigezhioù all ha kement a zo…), war danvezioù teknik pe bolitikel.
Boaz oc’h da verañ skipailhoù ha kas war-raok ur rouedad gant ur c’huzul merañ, ur skiant-prenet splann war ur post rener·ez ha gouiziek war mont en-dro an Deskadurezh Stad, an deskadurezh poblek hag ar bed kevredigezhel.
En ho aes evit daremprediñ kenkoulz dre gomz ha dre skrid. Kement e brezhoneg hag e galleg a vefe deuet mat. Ma ne gomzit ket brezhoneg e tiskouezoc’h ho c’hoant d’en em stummañ. Gouiziek-mat oc’h ivez evit merañ an arc’hant ha gouest oc’h da verañ ur budjed ha derc’hel anezhañ kempouez.
Efedus evit aozañ ho labour e ouezit termeniñ ar priorelezhioù ha bezañ gouest da verañ meur a deuliad war un dro.
40000 - 45000€
Kevrat didermen he fad
Leunamzer
Gwarez yec’hed, ragevezh, 6 sizhunvezh koñjeoù paeet
Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh0298213369