E miz Gouere 2023 eo bet embannet ur porched niverel nevez hag a ginnig meur a venveg ha loaz niverel evit ar brezhoneg.
Brasoc’h-bras eo plas an dachenn niverel en hor buhezioù-ni hag ur bazenn bouezus eo ar porched- mañ.
Ar binvioù-mañ a gaver warnañ :
• Meurgorf
• KerOfis
• TermOfis
• Korpusoù dre gomz ha dre skrid
• Troer emgefre nevez
• Troer Apertium
• Sintezenn ar vouezh diazezet war an naouegezh artifisiel
ha binvioù all : fonetikelaer, skoueriaer, silabifier...
Binvioù all a yelo tamm-ha-tamm da glokaat ar porched.