Reiñ a ra al lezennoù a vremañ tro d’ober gant teulioù divyezhek.
Ar C’hendivizad Stad-Rannvro bet sinet e Roazhon e miz Meurzh 2022 gant ar 1añ ministr Jean Castex a vroud ar c'humunioù da ingalañ levrigoù-familh divyezhek da skouer.
Evit ma vevo ur yezh war an dachenn foran e tleer ober e doare ma vo tro da glevet anezhi ha d’ober ganti bemdez muioc’h-mui, gant ar geodedourien peurgetket.
Kavit amañ un nebeud furmskridoù divyezhek evit aktaoù marilh ar boblañs hag un nebeud teulioù talvoudus all : Levrig-familh, Lid an eured, EKAG/PACS, skritelloù gallek ha brezhonek diwar-benn ar c'hovid.