Donemat e-barzh forom TermBret !
Dre ar forom-mañ e c'hall ar vrezhonegerien kinnig termenoù brezhonek hag a glot gant an ezhommoù yezh a sav evit mont diouzh emdroadur ar bed a vremañ. Gouest eo ar re a gemer perzh ivez da reiñ o soñj war an termenoù a vez kinniget gant ar wiaderien all. Evel-se e c'hall pep hini degas e lod evit pinvidikaat ar brezhoneg.
Taolit pled mat, e brezhoneg ez a ar forom termenadurezh en-dro. Ma fell deoc'h lakaat hoc'h anv evit kemer perzh er gaoz eo ret deoc'h gouzout brezhoneg hag ober gant etrefas brezhonek al lec'hienn.
Petra ober eus "soins de confort" war tachenn ar vezegiezh.
Petra ober eus "orgé" war tachenn ar boued ?
Petra ober eus "bulletin de notes" war tachenn an deskadurezh ?
Petra ober eus "friteuse à air chaud" pe "friteuse à convection" ("air fryer" e saozneg) war tachenn ar boued hag an aveadurioù ti ?