Stummañ an oadourien zo eus ar pep pouezusañ evit reiñ lañs d'ar brezhoneg er gevredigezh.
Bep bloaz e vez ouzhpenn 3000 a oadourien o teskiñ brezhoneg, evit o flijadur dezho pe da-geñver ur stummadur micherel.
Meur a zoare zo d'en ober e 150 kumun eus ar 5 departamant, eus ar c'hentelioù-noz sizhuniek betek ar stummadurioù d'an daoulamm e-pad 6 pe 9 miz, anez ankouaat ar stajoù e-pad ur sizhun pe un dibenn-sizhun.
Gallout a reer ivez deskiñ brezhoneg gant Desketa, a zo ul lec'hienn krouet ha meret gant an OPAB. Digoust hag azas d'an deraouidi emañ.
Kentelioù all dre lizher pe dre Internet (Pellgelenn hiniennekaet pe Kentelioù enlinenn) a zo ivez.
Gant aozadurioù zo e vez kinniget obererezhioù e brezhoneg da vont da-heul ar c'hentelioù roet ganto : prezegennoù, atalieroù kaozeal, baleadennoù, obererezhioù troet war ar sport pe ar sevenadur. Ur 600 bennak a oadourien vrezhonek nevez en em gav bep bloaz gant fin ar stummadurioù-se ha mont a reont evel-se da vrezhonegerien da vat.
Bez' ez eus meur a seurt skoaziadoù arc'hant da sikour an oadourien da zeskiñ brezhoneg. Evit ar stajoù berr pe ar c'hentelioù-noz e c'hall ar c'hopridi implijout an eurioù stummadur da-geñver ar Gwir Hiniennel d'ar Stummañ (GHS) pe ar Gont Stummañ Personel (KSP) pa baeont ur skodenn evitañ bep bloaz. Gallout a reer ivez lakaat ar c'hentelioù e-barzh steuñv stummañ an embregerezh.
Evit ur stummadur hir ez eus droed da c'houlenn un Ehan Hiniennel Stummañ (CIF), ha gallout a ra ar glaskerien labour goulenn skoazell digant Rannvro Breizh. A-hend-all eo bet diazezet ar stignad skoazell DESK (adalek 2500€ betek 3000€) evit an dud a zo e-sell da vont da gelenn brezhoneg pe e brezhoneg, pe micherioù war-dro ar vugaligoù, an hanteriñ hag ar yaouankiz. Ar studierien a zo enskrivet e Master a c'hell goulenn ar sikour Skoazell.
Gallout a reer gouzout hiroc'h gant an Ofis publik (0820 20 23 20).