Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Mediaoù

Kinniget e vez traoù e brezhoneg gant ar radioioù, ar chadennoù skinwel hag ar c'hazetennoù ha meur a vedia zo o kemer lañs war Internet.

Ar skinwel

Ouzhpenn 40 vloaz zo e vez abadennoù brezhonek war ar chadenn bublik Frañs 3. Chomet eo stabil niver an eurioù.

Da-heul taol-arnod TV Breizh e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 ez eus deuet barregezhioù nevez war wel hag aet eo ar brezhoneg war dachennoù nevez (abadennoù evit ar re yaouank). Un toullad bloavezhioù zo eo krog ar chadennoù lec'hel Tébéo,TébéSud ha TVR da skignañ programmoù e brezhoneg ivez.


Hiziv an deiz ez a niver an eurioù brezhonek war greskiñ gant Internet, lec'h ma kaver Brezhoweb a zo ur webTV anavezet gant ar CSA.


Web gwelet en he brasañ

Breizhvod zo ivez evit ar sell ouzh ar videoioù diouzh ar goulennoù,

ha lec'hiennoù rannañ abadennoù evel Gwagenn TV ha Kaouenn.net.

Ar radioioù

Skignet e vez abadennoù brezhonek gant chadennoù lec'hel France Bleu adalek ma oant bet krouet e 1982.

Web gwelet en he brasañ

War an dachenn-mañ ivez eo aet niver an eurioù kinniget e brezhoneg war greskiñ gant Internet abaoe ma 'z eus bet diazezet ar porched Radio Breizh evit ar radioioù kevredigezhel a ra eskemmoù programmoù dre ar c'hevread Brudañ ha Skignañ.

Kavout a reer ivez programmoù e brezhoneg war lec'hienn Radio BOA.

Kazetennoù paper

Bez' ez eus 3 gazetenn dreist-holl hag a zalc'h da zont er-maez ingal. Web gwelet en he brasañ

Abaoe deroù ar bloavezhioù 80 ez eus eus ar mizieg Bremañ. Web gwelet en he brasañ Web gwelet en he brasañ

Gall a reomp menegiñ ivez ar gazetenn #brezhoneg, gouestlet d'ar re o teskiñ ar yezh.

Web gwelet en he brasañ

E-kreiz ar bloavezhioù 2000 e voe savet ar sizhunieg Ya !

Web gwelet en he brasañ

Enlinenn

Kavout a reer bremañ ur stumm enlinenn eus ar sizhunieg "Ya!".

Gant al lec'hienn kelaouiñ didroc'h Agence Bretagne Presse e vez embannet pennadoù brezhonek ingal ivez.

E-barzh doare brezhonek an holloueziadur enlinenn Wikipedia e kaver ivez pennadoù stag ouzh ar c'heleier.

Kasit ar pennad-mañ da dud all