Aet eo plas ar brezhoneg war greskiñ war dachenn ar meziantoù frank.
Gallout a reer implijout meur a veziant e brezhoneg, da skouer.
E miz Here 2014 eo deuet ar brezhoneg da vezañ ar 121vet yezh a c'heller implijout war Facebook.
Abaoe miz Mezheven 2024, ouzhpennet eo bet ar brezhoneg da Google Treiñ.
Oberiant-tre eo ar gumuniezh gwiaderien vrezhonek a vez o voueta Wikipedia e brezhoneg rak e-touez ar yezhoù keltiek eo e brezhoneg e vez kavet ar muiañ a bennadoù en holloueziadur-se.