Kelenn ar brezhoneg zo unan eus an oberoù pennañ da seveniñ evit delc'her ar yezh en amzer-da-zont. Ul lodenn vat eus obererezhioù an Ofis Publik a ya da frammañ ha da reiñ lañs d'an doareoù da dreuzkas ar brezhoneg er skolioù.
Evit sellet ouzh ar skridoù lezennel ha reolennadurel a bled gant ar brezhoneg, klikit amañ.
Amañ e c'hellit pellgargañ an emglev sinet etre ar Stad ha Rannvro Breizh evit ar prantad 2022-2027. Diouzh an emglev-se eo aozet diorren kinnig ar c'helenn divyezhek diouzh kartenn ar poloù (da bellgargañ amañ) a zo nevesaet bep 2 vloaz.
Emdroadur an niver a skolidi divyezhek abaoe 1977
Bez' ez eus meur a zoare da zeskiñ brezhoneg hag a glot gant ezhommoù difer ha tud disheñvel. Er penn a-raok emañ ar c'helenn divyezhek galleg-brezhoneg, a c'haller gantañ stummañ brezhonegerien da vat. Sellet a ra ouzh muioc'h eget 18.000 skoliad e-barzh 180 kumun ha 570 skol. Abaoe digoradur al lec'hienn divyezhek kentañ, ouzhpenn 30 vloaz zo, eo aet war greskiñ kalz hag en un doare dibaouez, koulz a-fet niver ar skolidi hag evit a sell ouzh en em ledañ er vro. Stankoc'h-stank eo rouedad ar c'humunioù a zo ul lec'hienn divyezhek enno d'an nebeutañ.
Tri hentad divyezhek zo : ar skolioù dre soubidigezh Diwan, klasoù divyezhek an deskadurezh publik ha re an deskadurezh katolik.
Gant Diwan e oa bet digoret ar skol-vamm gentañ e 1977. Un hentad hep e bar eo rak ober a ra gant ar soubidigezh a oa bet diazezet gant ar skolioù gallek e Kebek : er skol e vez lakaet ar vugale da soubañ en un endro brezhonek a zo mat evit aesaat dezho komz ar yezh en ur mod naturel.
Abaoe 1982 ez eus klasoù divyezhek e skolioù an Deskadurezh-Stad. Kelennet e vez e brezhoneg hag e galleg hanter-ouzh-hanter. Ar Rektorelezh hag an OPAB a labour diouzh ur protokol digeriñ evit sevel hentadoù divyezhek nevez er 1añ derez publik.
Abaoe 1990 ez eus bet digoret klasoù gant an Deskadurezh Katolik ivez. Mont a reont en-dro en div yezh hanter-ouzh-hanter.
Ouzhpenn un danvez studi eo ar brezhoneg er c'hlasoù divyezhek, ur yezh hag a vez desket drezi eo da gentañ-penn eus ar skol-vamm betek al lise, e-giz ar galleg. Heñvel eo ar programmoù kelenn ouzh ar c'hlasoù pe ar skolioù all.
Muioc'h-mui a dud a laka o bugale en hentadoù divyezhek pa zeuont da gompren e roer evel-se ar pep gwellañ dezho evit ober berzh en o buhez diwezhatoc'h. Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h war perzhioù mat an divyezhegezh er skol e c'hallit lenn ar blaketenn-mañ.
Ar skolidi eus ar 1añ hag an eil derez ha n'emaint ket en un hentad divyezhek a c'hall deskiñ brezhoneg e daou zoare : an tañva hag ar c'hentelioù war zibab. Er bloavezh 2019/2020 e oa enskrivet tost da 12 000 skoliad evit unan eus an daou zoare-se da zeskiñ brezhoneg, eus ar skol-vamm betek al lise.
Hiziv an deiz e c'haller kaout un tañva eus ar brezhoneg e-barzh tost ur c'hard eus ar skolioù publik e Penn-ar-Bed.
% a skolidi e skolioù-mamm publik Penn-ar-Bed
8 000 skoliad o devez un tañva eus ar brezhoneg da-geñver ar stignad lañset gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed skoazellet gant Kuzul-rannvro Breizh, da lavaret eo tost ur c'hard eus ar skolidi a zo en hentad unyezhek er 1añ derez en deskadurezh publik. Mont a ra an tañva-se d'ober ul lodenn eus raktres ar skol. Gant an tañva-se e kinniger d'ar skolidi n'emaint ket en hentadoù divyezhek kejañ ouzh ar brezhoneg evit ar wech kentañ. Diouzh ar skolioù e pad kement-se etre 1 eur ha 2 eur bep sizhun. Roet e vez un tañva eus ar brezhoneg gant kanaouennoù, rimodelloù, c'hoarioù hag ivez diazezoù ar yezh.
Tizhet e vez war-dro 4 000 skoliad gant ar c'hentelioù da zibab.
Gant ar gartenn amañ dindan e c'hellot kavout ar skolajoù hag al liseoù da zeskiñ brezhoneg. Er skolaj e c'haller kinnig etre 1 ha 2 eur bep sizhun, eus ar 6vet betek an 3e klas. Studiet e vez ar yezh hag ar sevenadur ivez. Er 4e hag en 3e e c'haller kaout kentelioù etre 1 ha 3 eur ar sizhun, evel Yezh Vev 2 (LV2) pe danvez dibab. El lise e c'haller dibab brezhoneg evel Yezh Vev 2 pe Yezh Vev eus an eilvet betek ar c'hlas termen. Gallout a reer lakaat ar brezhoneg da gontañ evit ar breved hag ar vachelouriezh. Evit gouzout hiroc'h war ar c'hentelioù war zibab sellit ouzh ar blegfollenn-mañ. Pa ne vez ket kinniget kentelioù brezhonek e skolaj pe lise ho kornad e c'hallit goulenn un disdalc'h evit mont d'ur skol all.
Pellgargit amañ ar blegfollenn savet gant OPAB hag ar Rektorelezh
Bep bloaz e kresk an niver a gelennerien vrezhonek
Evit kregiñ gant e vicher evel kelenner divyezhek
Evel an holl gelennerien all e rank ar gelennerien divyezhek bezañ tapet ur Master evit gallout lakaat o anv er genstrivadeg da vont da gelenner.
Mat eo gouzout ez eus Masterioù arbennikaet war ar c’helenn divyezhek e EBUKed Breizh evit ar publik, e Kelenn evit Diwan hag en EUSGeK evit ar prevez.
Ar re zo ur Master ganto (pe a zo enskrivet e Master 2) a c’hall lakaat o anv er genstrivadeg a-ratozh evit an hentadoù divyezhek er 1añ derez ; evit an eil derez ez eus ur genstrivadeg CAPES brezhoneg (CAFEP evit ar prevez).
Kelennerien ditlet : penaos tremen d’an divyezhegezh ?
Bep bloaz e vez divizet gant kelennerien ditlet tremen eus an hentadoù unyezhek d’an hentadoù divyezhek. O skiant-prenet zo talvoudus-tre hag evito ez eo un doare da reiñ startijenn d’o red-micher en-dro goude meur a vloavezh kelenn en ur yezh nemetken.
Meur a zoare zo da dremen d’an divyezhegezh :
- Ma ouzit brezhoneg dija e c’hallit lakaat ho parregezhioù yezh da vezañ anavezet dre an Ensellerien. Gallout a rit tremen un diplom-Stad ivez, an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) da c’houzout resisoc'h peseurt live brezhoneg hoc'h eus, hervez framm dave boutin Europa.
- Ma ne gomzit ket brezhoneg ez eus tu da vezañ stummet war ar yezh dre ar stummadur micherel : efedus-tre eo evit deskiñ ar yezh en ur ober 6 miz ha mont pelloc’h diouzh an dro dre ur stummadur uhel war 3 miz. Koust ar stummadurioù-se a c’hell bezañ kemeret e karg gant hoc’h implijer evit darn ha sikourioù arc’hant a c’hellit kaout mod all.
Ar sikourioù arc’hant
“Skoazell” zo ur yalc’had roet gant Kuzul-Rannvro Breizh da skoazellañ ar re a laka o anv en ur Master “Deskadurezh divyezhek”. Tu zo da gaout ur sikour 4000 euro evit bloavezh kentañ an M1. En eskemm d'ar sikour-se e rankot lakaat hoc’h anv da dremen d’ar genstrivadeg hag ur wezh tapet anezhi e kelennot en ur skol divyezhek e-pad 5 bloaz da nebeutañ.
“Desk/Kelenn” zo ur mod all da vezañ skoazellet. Yalc’hadoù eo evit an danvez kelennerien a heuilh ur stummadur (rakvicherel pe vicherel) ha d’ar gelennerien a ya da heuliañ stajoù da zeskiñ brezhoneg pe da wellaat ar yezh. Betek 3000 euro a c’hall bezañ roet gant Kuzul-rannvro Breizh, kuzul-departamant Penn-ar-Bed hag hini ar Mor-Bihan. Evit lakaat hoc’h anv, kit e darempred gant an Ofis Publik.
Ti-Embann ar Skolioù zo ur skourr eus KRDK Breizh. Karget eo da sevel ha da embann an dafar pedagogel rekis evit kelenn ar brezhoneg pe e brezhoneg. Ul lec'hienn internet zo evit pellgargañ pe urzhiañ dafar-kelenn.
• Kostimatisto : ur blog ennañ dafar ha preder pedagogel evit kelennerien ar c'hentañ derez.